Caen

Caen
Tourioù-iliz Caen (gwelet deus ar c'hastell)
Tourioù-iliz Caen (gwelet deus ar c'hastell)
Ardamezioù
Anv Normaneg Caën
Bro Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados (prefeti)
Arondisamant Caen (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h 5 kanton
Kod kumun 14118
Kod post 14000
Maer
Amzer gefridi
Joël Bruneau (ULP)
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh tolpad-kêrioù Caen la Mer
Lec'hienn web https://caen.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 107 250 ann. (2020)[1]
Stankter 4 173 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°10′56″N 0°22′14″W
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 73 m
Gorread 25,70 km²

Caen eo pennlec'h departamant gall Calvados. Kêr-benn ar rannvro kozh Normandi-Izel ez oa ivez betek 2015. Abaoe ar 1 a viz Genver 2016 emañ prefeti rannvro Normandi e Rouan, met e Caen eo bodet ar c'huzul-rannvro[2].

Hervez an INSEE e oa 108 793 a dud o chom en Caen (236 271 en tolpad-kêrioù ha 401 208 en tolead kêr[3]) e 2011. War lez ar stêr Orne emañ.

Keoded Gwilherm an Alouber eo, ha d'ur glad bras en deus hêrezhet ar c'hêr. A-bouez e oa perzh Caen e-pad an Aloubadeg Normandi, se a zo abeg kêr Caen en deus savet ur c'hounlec'h.

Kêr vrasañ er C'halvados hag e Normandi-Izel emañ Caen. An trede kumun vrasañ (goude An Havr-Nevez ha Rouen) hag an trede tolpad-kêrioù brasañ (goude Rouen hag An Havr-Nevez) e Normandi. An tolead kêr Caen eo an eilvet brasañ e Normandi goude Rouen, hag an 22vet e Bro C'hall[4]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Normandie : Hervé Morin met le conseil régional au régime, Le Point, 04/01/2016
  3. Tolead kêr Caen dre sifroù
  4. Roll an 30 toleadoù kêr brasañ e Frañs, INSEE

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search